Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 73 —
ANDOCH
Han ya ! Brema ouzon avad ! Evel pa lavarfet sant Lukaz hag e ejen ?
ALAR
Pe c’hoaz, an aotrou sant Anton hag e…
OLMERIG
Dres ! Mez, sac’h an dien ! eus a beleac’h e teuit ’ta ? N’em eus ket ho kwelet epad ar seziz ?
ANDOCH
Neuze ? Me eo am eus roet an taol kenta.
ALAR
Gaou avad !… Me eo !…
ANDOCH
Arabad eo d’it facha !… Ni hon daou eo !
OLMERIG
Ho taou ?
ANDOCH
Ya, ni hon daou eo a zo pignet da genta war ar mogeriou.
HOLL, o c’hoarzin.
Ha ! ha ! ha !…
OLMERIG
Mar deo gwir, zur ! Great em eus an hanvou araok ar c’hrogad. N’edoc’h ket e-touez ar zoudarded.
ANDOCH
Kabiten, mont a ran da lavaret ar wirionez d’eoc’h penn-da-benn. Ni a zo bet kaset da spia…
3