Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 74 —
HOLL
Da spia ?…
OLMERIG
Displegit an dra-ze d’eomp ’ta sklear.
ANDOCH
Setu ama petra eo, va ofiser. Pa darze an deiz, er mintin-ma, edomp, Alar ha me, o sellet dindan mogeriou kear…
OLMERIG
Sell ’ta ! Ha petra ho poa da ober eno ?
ANDOCH
Roit amzer d’in !… Evit gwelet hepken dre be leac’h e c’helchemp mont e kear diwezatoc’h.
OLMERIG
Neuze ?
ANDOCH
Setu, hep gouzout dare d’eomp, Pontbriand o lakaat e grabanou warnomp !
OLMERIG
A ! ya, gouzoud a ran !
ANDOCH
Hag e lavar d’eomp : Deuit d’ar c’hoad d’am heul !
ALAR
A zo war hent leandi Santez-Ursula…
OLMERIG
Ha perak ?… Evit ober petra ?…