Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 76 —
ANDOCH
Hag e tizan anezan, dres e morzed e varc’h.
OLMERIG
Asa ! n’oa eta nemet unan ?
ANDOCH
Ne ket an dra-ze eo ! Koms a ran hepken eus ar mestr… Ar re-all o doa kemeret an tec’h oc’h hor gwelet.
OLMERIG, gant eur mousc’hoarz gwapaüs.
Gwir ?…
ANDOCH
Ar marc’h a zo rostet en e hernachou.
ALAR
Ar marc’heg a gouez d’an douar…
ANDOCH
Pontbriand a zispak e goutellazen hag a a hop varnomp : War raok ! ha maro d’an trubard !…
ALAR
En em daol a ra warnan evel eun den pennfollet.
ANDOCH
Hon daou o gwelemp o ruilha er boultren.
OLMERIG
Eat hoc’h buan, da vihana, da gas sikour d’ezo ?
ANDOCH
N’eo ket bet darbet d’eomp !… N’oa ket brao !… Tri oc’h unan !…