Salud d’eoc’h ive, aotronez. Ac’hanta, gwelet hoc’h eus penaoz ez a an traou ?…
Aotrou, great hon deus an dro d’ar mogeriou. An holl bostou a zeblant beza diouallet mad. Ar vein hag ar c’haoteriou dour bero a zo lakeat en o leac’h gant ar re gelc’het.
Ar Barz koz, an aotrou Pontbriand hirio, a zo eat abredik er mintin-ma da glask ar re guzet, hag evit doare en deus great eur gavaden iskiz.
- (Digas a reer eur gador da Arzur.)
A ! gwelomp ’ta ! Red eo d’eoc’h, va den mad, konta ze d’eomp. (Azez’ a ra, ha e kaser kwit an daoliou.)
Daoust n’oun ket deuet a-benn eus va zaol, e kontin aneza d’eoc’h a greiz kalon, aotrou. Er beure-ma eta on eat va-unan warzu ar c’hoad a zo hed hent leandi Santez-Ursula. Unan eus hor spierien an doa digaset kelou d’in e tlie A Reier, an trubard, dont dre an hent-se da zigas sikour d’ar gear gelc’het. Na rean forz eus niver an enebourien, na c’houlennen nemet en em gaout gant Laou.
Ha n’ho poa kaset den ganeoc’h evit ho skoazia ?