O kemeret neuze va c’houtellazen, me ’n em daol en eul lamm dirak ar marc’heg. Red oe d’ezan dizale disken diwar e varc’h. Edon o vont d’e stleja d’an douar pa zigouezas e zoudarded o doa klevet he youc’hadennou. Dao eo bet d’in kila, kement a yoa anezo !
A drugare Doue, n’hoc’h eus bet drouk ebet. den kalonek. Fizianz em eus e teuimp abenn, er c’hrogad kenta, da gregi e chupen an trubard ha da ober d’ezan sailha gant ar boultren.
(Er pellder e klever kloc’h ar c’heulfe, ar chloc’h a lavar laza ar goulou).
Aotrou Dug, setu ar c’hloc’h o lavaret d’eomp eo deuet ar mare da laza ar goulou.
Alo, tud kalonek, poent eo d’eomp mont da ziskouiza eun tammig ; araok, koulskoude, trugarekaomp Doue eus ar grasou en deus roet d’eomp hizio.
(GOUSTADIK)
O Doue an armeou, ho preac’h, ken galloudus |