Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 86 —
GUIOMAR, o vont varzu ar zoudarded.
Ofiserien ha soudarded, ho pedi a ran holl da veza war evez. Gwazed Herve a Leon a ziouallb dti darri kènta eus an noz.
LOHEAG
Ha re Loheag an eil.
AR BARZ
C’houi, Olmerig, lakit ho tud tost a-walc’h da delten an aotrou dug evit ma vezint klevet ; int a en em zavo da bep kart heur.
ROHAN
War gement-se, noz vad d’eoc’h, aotronez !
- (Mont ’ra en e delten. — Tu kleiz.)
HERVE, GUIOMAR, LOHEAG
Noz vad ivez aotronez !
(Herve ha Guiomar a ya e telten an tu deou. — Loheag a ya er meaz, a zeou, etre an teltennou. Lakaat a reer ar gwardou pep hini en e leac’h.)
AR BARZ
C’hoaz eur ganaouen evit laouennaat hor prinz en e gousg. N’hellan ket ankounac’haat va micher goz.
————