Pajenn:Ar Prat - Buez Arzur a Vreiz, 1908.djvu/89

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 87 —


KANNAOUENN

War don : Ar Bennherez a Geroulaz.

Pa vo deut an heur da gousket,
Soudardig feal dilezet,
Taol evez mad da bep mare,
Gant aon rak eun trubard a ve.

Pa vo deut an heur da gousket,
Ma teu eun enebour touet.
Lavar huel gant da vouez sklear,
« Setu ar bleiz war borzou kear ! »

En noz tenval eur stereden,
O tol dre-oll he sklerijen,
Ar gounid eo o vousc’hoarzin
Gant he bannou c’houek ha lirzin.

Hogen, ma teufe an trubard,
War da dro, paour kezik soudard,
Sko kalet ha lavar d’eomp-ni :
« En ho sav holl ! Setu ar blei !»

(Epad ar poz diveza an ofiserien a ya kwit hep lavaret ger.)

C’HOUEC’HVET DIVIZ
Ar BARZ, e-unan


(Er penn pella e weler ar gward oc’h ober e dro ; noz tenval.)


AR BARZ

Setu meur a guzuilh kuzet dizoloët ha diskaret d’an