traon ! hag ar re a yoa en em glevet evit gwerza hon dug ker a zo anavezet gant an holl ! Daoust hag an trubarderez an devezo erfin eun diskouiz ? Nan, ar c’hoant da gaout arc’hant na jomm a-zav dirak netra ! Abaoue m’on deuet eus Gournê em eus tremenet n’ousped nozvez war vale o tiouall buez hon dug ker. En noz diveza c’hoaz edon aze, va skouarn astennet da zelaou an disterra trouz, o sellet e-kreiz an denvalijen. An aon da welet eur goutellazen o lugerni enni am dalc’h dihun. En deiz n’hellomp ket beza nebeutoc’h war evez : ober goulennou ouz ar spierien, kemeret al lizeri diasur, tremen dre bep seurt stummou evel an torfed, mont da welet ar vro, kement-se holl a renkomp ober gant kals a finesa. Hirio, em eus ranket stourm war mogeriou kear, goude eun emgann korf oc’h korf gant Reier. Skwiz maro eo va c’horf ! Skwisder ar brezeliou a deu a-benn eus korf an den paour evel ma teu an amzer a-benn eus an houarn hag eus ar mean-marbr ; red eo d’in eta diskwiza… O va Doue ! taolit evez war va mestr yaouank, ha distroït diwarna mennoziou an dud fall ! (en em denn a ra war zu ar penn pella, hag e chom a zav en eur lavaret a vouez huel) : Gwardou, bezit war evez !
(Ar gward a lavar eveltan ; hag e klever an hevelep youc’haden adlavaret er pellder. Ar Barz a ya er-meaz.)