Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 91 —
EIZVET DIVIZ
LAOU a REIER, YANN-DILEVE, kuzet en eur vantel.
YANN, izel.
Setu me !… Prest out ?…
LAOU A REIER
A ! aotrou, c’houi eo ?… mez…
YANN
Ac’hanta, krener, petra zo ? Hast afo koms…
LAOU A REIER
N’ouzon ket petra c’hoarvez ganen… aon em eus !…
YANN
Rak petra ec’h eus aon ?… N’out bet gwelet gant den…
LAOU A REIER
Nan, aotrou… mez… n’hoc’h eus ket lavaret d’in c’hoaz petra reot da Arzur ?… N’hel lazot ket, velkent ?…
YANN
Doue r’am diouallo eus eur seurt torfed !…
LAOU A REIER
Eas eo d’eoc’h lavaret ! Netra, evelato, ma c’houfen, na ro harp d’ho ker !
YANN
Ha c’hoant ec’h eus e toufen ? War memor va zad