Pajenn:Ar Prat - Buez Arzur a Vreiz, 1908.djvu/94

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 92 —

me a ra al le ne vezo great droug ebet na d’Arzur na d’an dudjentil a vo kemeret gantan.

LAOU A REIER

Ha ma na zalc’hit ket d’ho ker ?…

YANN

Malloz d’in neuze ! Ar re zo dindanon na vezint mui dalc’het da zenti ouzin, hag e c’helli prezek ez on trubard d’am c’homz, gaouiad ha touer…

LAOU A REIER

Mez, aotrou, ne c’hellin ket va-unan dont a-benn eus eur seurt taol.

YANN

Bez’ em eus aze soudarded dare da rei sikour d’it. Mont a ran d’o c’herc’hat… He brema, setu ama hag a zo d’it. (Yann a ro d’ezan eur yalc’had arc’hant.) Kea, kea ! (Yann a ya huit dre gleiz.)

NAVET DIVIZ
LAOU a REIER (e-unan).
(Ha daou zen kuzet en o mantellou.)

O metallennou burzudus ! paea rit va holl boaniou a gorf hag a spered… Kas a rit pell diouzin ar sonjou enkresus. (An daou-all a deu war wel, a gleiz.)(Laou d’ezo) : Deuit d’am heul, c’houi ! Ha dreist-oll,