Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 93 —
roit peoc’h !… (Mont a reont war-zu telten Arzur. War-nez
mont ebarz Laou a zistro hag a lavar :) A !… pe leac’h
ema ar stoufer genou ? (Unan eus an daou zen a ziskouez
eur mouchouer.) Mad eo !… (Mont a reont ebarz. —
Sioulded. — Er pellder e klever :) Gwardou, taolit evez !…
DEKVET DIVIZ
LAOU a REIER, ARZUR
ARZUR
(En diabarz). Piou a zo o vont aze ?… (Grig ebet)… Piou a zo o vont aze ?… Ah ! gwerzet on ! Sikour, marc’heien !
(Laou a Reier hag e zaou zen a grog ennan ha goude
beza stoufet d’ezan e c’henou, e gasont er-meas eus an delten ;
mont a reont diwar wel, en tu kleiz.)
UNNEKVED DIVIZ
Ar BARZ, ROHAN, LAN, MALESTROA, (Soudarded o tont d’an daoulam dre an tu deou).
Petra zo ?… A !… mil malloz !…
ROHAN
Beac’h d’ezo aotronez !… surprenet ha traïset omp !
LAN
Beac’h d’an dud digalon !… Beac’h d’ezo !…