Eiz de abaoue n’em eus ket e welet !… Daoust hag-en e tizroy ?…
Va Doue ! na pegen kasaüs eo lenn, dreist-oll pa n’ouzer ket en ober gwelloc’h eget ma ran ! D’eomp adarre evelato… « Chenchet e loen ha kondaonet da zibri yeod… » Treut e tlie beza, ’velkent !… Dibri yeod !… A ! dibri yeod ! an dra-ze a zo da lavaret beva gant saladen, douetus bras !
Daoust hag ankounac’heat en defe ac’hanon ?
Houman avad a zo eur gontaden iskis ! (Klevet a reer ar c’horn-boud). Petra zo a-nevez ’ta ? Piou a c’hell dont ken abred d’ar maner koz-ma ?
Klevet em eus ar c’horn-boud… Daoust hag erru e ve ar c’hannad eman war-c’hed anezan ?…
A ! va zad ! Deiz-mad d’eoc’h, va zad !
Deiz-mad d’it da-unan, Lionnel,… Abredik hoc’h savet, prinz Arzur !
Ya, Hubert.