Hag atao liou an anken warnoc’h ! Dre Zant Eozen ! ho pezet fizianz !… Skrivet em eus da roue Bro-Zaoz, hoc’h eontr, ha kredi start a ran hon devezo eur respont laouennoc’h en dro-ma.
Ra blijo gant Doue ! hogen, ne c’hedan mui. Abaoue c’houec’h miz e talc’h ac’hanon stak e tour Falez’ N’em bije gallet morse gouzanv ar vuez kalet-ma hebdoc’h, Hubert, hep karantez wirion va mignon Lionnel.
Keaz reuzeudik !
Ha gwelloc’h marteze e vije bet kement-se eget beva evel-hen pell diouz va Bretoned feal !
Peoc’h a roï, Arzur ?… Daoust ha n’emaomp ket ama va zad ha me evit da frealzi ?
Alo, prinz, kasit ar zonjou tenval-ze pell diouz ho spered : mont a ray mad an traou. Filip-Aogust an deus kaset kannaded davit ar roue Yann evit koms d’ezan diwar ho penn. Gortozit, ha bezit leun a fizianz !… Mont a ran brema da welet piou eo an divroad a zo deuet er maner. Kenavo bremaïk, prinz.
- (Ober a ra neuz da vont er-meaz.)
3*