— 13 —
CHOM ER GÊR
————
Mouez ar vamm
a zo mouez Doue !
Ton nevez
AR VERC’H
I
Kenavezo, va zad karet.
Kuitât ar gêr zo em spered.
E Pariz, ’ma an eürusded
O c’hedal kalon ar merc’hed.
II
E lêc’h kaout dek real ar zizun
O labourat ’vel eur gurun
Aour hag arc’hant a c’hounezin
Heb ober seurt nemet c’hoarzin.
III
Me a jencho va dilhad groz
Va boutou ‘saout’ va c’hoëf ‘mam goz’
Me vô evel eun dimezel
« Fin ’tailh, » evel eun durzunel.
IV
Em zreid vo ’r boutou ler melen,
Eun tok seizennet var va fenn,
Eur vantel voulouz war va choug,
Eur c’helc’h aour en dro d’am gouzoug.
|
AN TAD
I
An eürusded du-ze kavet
Selaou, paourkêz Janedik,
Gant kalz daëlou a zo mesket !
Paourkez Janedik.
II
Aour hag arc’hant vez gounezet
Selaou, paourkêz Janedik,
Divar goust ar feiz, ar yec’hed.
Paourkez Janedik.
III
Te vô evel eur « vorlarjez »
Selaou paourkêz Janedik.
Ha petra deui da c’houdevez ?
Paourkez Janedik.
IV
Te vô henvel ouz eur marmouz,
Selaou paourkez Janedik,
Gant e gorf vil hag e fri louz.
Paourkez Janedik.
|