da zoare ? Ne c’houlennan ket gwelloc’h, hel lavaret am eus d’it pell zo.
Katellig he doa pleget he fenn. Sevel a reas anezan pa glevas hano eus dimezi.
— Lavaret am eus d’eoc’h ivez n’emaon ket e poan da zimezi, evit c’hoaz.
— Mes lavar ’ta neuze petra fell d’it.
— Mat, va zad, p’eo gwir e fell d'eoc’h a-grenn, ez an eta da lavaret d’eoc’h. Gwaz aze ma ’z it e kounnar : va zonj a zo great ha great da vat… Gouzout a rit ez a kalz merc’hed yaouank da Bariz eus ar c’harteriou-ma abaoue eur pennad a zo…
— Ha neuze !… Daoust ha c’hoant az pefe da ober eveldo ?
— Ar merc’hed-se a c’hounit arc’hant brao e Pariz.
— Trei kein d’o zud evit mont da redek war-lerc’h an arc’hant ! Brao eo !!!
— En em blijout a reont ; n’ez eus evit c’hoaz dizroet hini ebet anezo d’ar gear.
— Lavar buhan ’ta ec’h eus mall da vont ivez !
— Ne lavaran ket em beus mall da vont, va zad, rak kris e vezo d’in dispartia diouzoc’h ha diouz va mamm.
Ar wreg a zirollas da ouela.
— Perak mont neuze ? Ha petra ra d’it kaout kement-se a youl da vont da Bariz ? Daoust hag hor mamm-goz Breiz-Izel n’eo mui gouest da vaga he holl hugale ?
An douar a roas d’az tadou |