Pajenn:Ar Prat - Chomit er Gear, 1913.djvu/23

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 19 —



VIII. — Katellig Kerheol e Pariz


Setu ar goueriadez distaolet er gear vras. Sellet a ra en dro d’ezi. Hogen, kaer he deus klask, ne wel den eus he anaoudegez, paour kez ! N'eo ket tud koulskoude a vanke dre eno ; kalz zoken a zelle outi o tremen hag a rea meur a dro warno o-unan : « Setu, emezo, eur Vretonez-all o tout da glask dienez da Pariz ! ». Ar wirionez a yoa ganto.

Gwenola eo a dlie beza bet eno, p’eo gwir he doa lavaret ! Perak n’edo ket ?

Setu Katellig lakeat nec’het bras, ha peadra a yoa ; gant nebeutoc’h ec’h en em gaver nec’het alies. He-unanik e-touez kement-all a dud !… War var da goueza etre daouarn al lamponidi a zo kement anezo e kement kear vras a zo ! savet sounn o fri ganto o klask eun dro zivalo da c’hoari d’ar re a ya di evit an dro genta ha na c’houzont pe du trei.

War bouez goulen ha goulen meur a wech evelato Katellig a zigouezas betek ar « Bureau de placement », eun ti el leac’h ma poanier da gaout labour d’ar Vretoned.

Pemp dervez e rankas gedal avat, hag e keit-se e teuzas meur a bez ugent real : ar beva a zo ker e Pariz, me lavar d’eoc’h !

Neuze ez eas da blac’h da di eur medisin. Eno e ranke beza savet abret, mont d’ar marc’had, ober ar gegin, entent oc’h eun toullad bugale kintus, servicha ha dizervicha an daol, kempen an ti.

Ar plac’h kez n’he doa ket eur vunuten da zevel he c’hein. Ober a rea eus he gwella, hag evit sur n’oa ket da veza tamallet ma n’ez ea ket kaeroc’h an traou ganti. Ne blijas ket en ti-ze : « Ne c’houie ober netra ! » a lavare an itron.