Pajenn:Ar Prat - Chomit er Gear, 1913.djvu/25

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 21 —

ankounac’heat da Zoue ganez !… N’anavezez mui hent an iliz !… Kovez, sakramanti, traou mat d’ar Vretoned, sklavourien ar veleien !!!…

Ha te, Katellig, sklavourez piou out-te deuet da veza ?… Ar Vretoned a heuilh o relijion dre garantez ha nan dre nerz… Ha goude, plac’h reuzeudik, pehini eus an daou sklavaj eo an enorapla, ma vijemp sklavouriene vel a leverez ?… Daoust ha mouget ec’h eus ker buhan-all mouez da goustians ?

Kenvroiz ker, savomp, mar kirit, d’ar c’halatrez dindan an doen, el leac’h ez a Katellig divezat noz da asten he izili morzet.

Pemp astach da zevel dre eun derez louz ha flearius a-benn en em gaout en toull el leac’h ma ’z eus frankiz a-walc’h d’eur gwele, d’eur gador ha d’eur valizen da lakaat an dilhad. Netra ken avat, rak pep tra-all a vefe a re…

An toull-ze a zo skerijennet gant eun tammig prenestr, eul « lukarn », toullet en doen. N’heller gwelet taken dreizan. An tamm toull kambr-ze a zo bero en hanv ha yen-sklas er goanv.

Me lavar d’eoc’h, Katellig a ra meur a zonj bemnoz a-raok mont en he gwele paour !

Petra eo beza diot ! Petra eo dizenti ouz tad ha mamm !


IX. — Buez direol


En eun hostaleri e tremen kalz tud.

Katellig na zaleas ket da ober anaoudegez gant meur a ganfard a deue bemdez d’he gwelet. Sevel a reas kaoz etrezo buhan a-walc’h, hag e rojont da gredi d’ar plac’h ez oant Bretoned eveldi.

Diwar neuze, pa veze echu he labour ganti, da la-