Pajenn:Ar Prat - Chomit er Gear, 1913.djvu/30

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 24 —

heol, Katellig a yoa kustum da gaout pep tra reizet mat : kousket abret, savet mintin, prejou d’an hevelep heuriou, labour dioc’h ma c’helled ober, diskuiz da zul ha da c’houel, magadurez yac’h ha founnus kement hag ezom… E Pariz, netra eus an holl draou-ze ker ret koulskoude evit beva ervad !

Ha ne lavaran netra eus an dizursiou a ra muioc'h a zroug d’ar yec'hed eget ar gwasa klenvejou…

Eur zal vras, renkennadou hir a weleou gwenn enni, eun niveren (numéro) uz da bep hini. En eur gwele wardro ar c’hreiz e kavomp Katellig. Mes ama ne reer anezi nemet « ar 26 ». Laïkezed, strakelled yaouank faro an tamm anezo, a ya hag a deu eur wech an amzer dre ar gambr, o teuler evez dreist-oll ouz ar glanvourien o deus c’hoaz ar vedisined eun tamm fizianz da c’hellout savetei. Ar re-all, keazidi kondaonet hep dizro, ne vez ket, e kreiz ar prez, prederiet kement ganto… Emaint war an diribin, buhan e tiskennont… Ouz ar red, n’eus remed… Reolen eas da heuilh !!!…

Ar gwin da rei nerz, al leaz dre zien, hag an traou-all gourc’hemennet d’ar re glanv n’en em gavont ket atao betek enno… na d’an euriou merket… Ar renerien a jom alies berr o fri da zizoloi an holl mankou d’an dever.


XI. — Ar « 26 » o storlokat !


An infirmierezed a dremen e kuz kalz amzer o c’hoari pe o varvailhat en eur zal e leac’h ne deu nemet eun hekleo dister eus klemmou Katellig Kerheol, dilezet gant ar vedisined, ne c’hellont gant o holl gwiziegez kaout pare ebet eviti.

Eun nosvez, ar plac’h keaz a dremenas, hep gou-