Pajenn:Ar Prat - Chomit er Gear, 1913.djvu/5

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 7 —


Ya, eürus oa Katellig Kerheol.

Er parkeier, er beilhadegou, er goanv, e kichen an tan pe o kas ar c’harr-neza, Katellig a dremene mareadennou laouen, a rea huvreou dudius gant Merc’hed yaouank he oad. Pa dostae eur gouel bras e lavared : Me a zo va zro da vont d'an oferen-bred ! » — « A-benn pemzek dez, a-benn eiz dez, ema friko Jakez ! » — Er bloaz-ma ez aimp d’ar Pellgent ! Gant ma vezo brao an amzer ! » Peadra da leunia ar galon. Al labour en doare-ze a zo skanvoc’h, eun tamm mat.

Truezi a reer war stad an dud diwar ar meaz, ha n’eo ket hep abeg, sur mat ; tenn a vez o labour alies ; koulskoude, nag a levenez o deus ivez bep eur mare !… Ar zul, ar pardoniou, ar foariou, an eureujou, ar yec’hed, boued atao da zibri, pe vat pe fall e vez an amzer ! N’heller ket lavaret kement-all eus labourerien ar c’heariou, pell ac’hano…

Evit lavaret ar wirionez penn-da-benn, gwelet em eus peorien e kear, goloet a druilhou, liou an dienez en o c’herc’hen, du gant an naon, klanv gant an diouer eus eur bern traou red. N’em eus gwelet morse peorien reuzeudik war ar meaz.

O tud kez ! a zilez ar measiou evit mont e kear, o kredi e kavot eno mel da lipat ouz ar mogeriou, huvreal eo a rit, ha peger kris e vezo d’eoc’h dihuna marteze e kreiz an dienez, evel kement a reou-all ! Ya, an dienez ar wasa, re alies, siouaz ! setu eno loden an darn vrasa eus an dud diwar ar meaz a ya e kear.