Pajenn:Ar Prat - Chomit er Gear, 1913.djvu/9

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 9 —

oun en eun tiegez tuchentil eus ar re wella. Plijadur am eus ; ama ne deuer ket da inoui ! Gounit brao a ran ivez.

Paour kez Katellig ! Ma welfez penaos ema an traou ganeomp-ni dre ama ! Ma welfez pe seurt kemm a zo etre hor buez ha da hini !… Sell, truez am eus ouzit !!!… Eur plac’h koant eveldout chom da duriat an douar !!!… Gant ar yec’hed az peus, mintouelle ! e c’helfez ober kaeroc’h !

Ni a zo dre ama eun toullad Bretoned ha Bretonezed kustum d’en em welet eur wech an amzer…

Ma teufe c'hoant d’it da zont d’hor c’haout d’ar gear vras, hep mar ebet e vezo kavet eur « plas » d’it, ha n’eo ket unan zoken, mes kant !… Ne pefe ket a geuz, hen toui a ran d’it.

Gra da zonj eta, ha skriv d’in.
Kenavo, Mignonez ker. Kred ac’hanon bepred

Da wella Kenvroadez
Gwenola ’r Floc’h

Katellig a jomas mantret.

« Mont da Bariz ! Mont da Bariz ! emezi outi he-unan, petra c’hoarvez gant hounnez ? Daoust ha kollet e vefe he fenn ganti ?… Ha penaos e kav da hounnez e c’hellin-me dilezel va zad, va mamm, evit mont du-ze, brema pa n’o deus nemedon da rei skor d’ezo ?… Nan, nan, an dever da genta !!! »

Betek an noz avat e chomas al lizer war he spered, hag en noz-se ne gouskas ket eur berad, me laka. Tri dervez goude en-deün ne levare mui : « Daoust ha kollet e vefe he fenn ganti ?… »

Ped gwech e lennas al lizer ? N’eus den a gement a c’houfe hen lavaret d’eomp. Ha bep tro e kolle