Pajenn:Ar Prat - Kentoc'h mervel, 1911.djvu/15

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
15
KENTOC’H MERVEL !


YANN (gant eur vouez trenk.)

Ya, ya, mont a ran ens ho koulou, evel ma livirit ken krak ; hogen bez’ ho pezo eus va c’helou, m’hen tou ! ha dizale zoken marteze… Mont a ran, tonton Fanch, hogen, gwelet a reot c’hoaz ac’hanon, c’houi pe ho penner…, ho taou, marteze… ha neuze ne lavaran ket ne deuio ket a geuz deoc’h abalamour d’ar c’homzou garo a stlapit d’in hizio !

FANCH

N’hon deus aon ebet gant da c’hourdrouzou. Doue eo ar Mestr, hag, en despet d’ezo zoken, ar re fall o c’hina a rank plega d’ezan. Ne gouezo ket eur vleven eus hor penn hep e aotre…

GWENOLE

Ker e kousto d’az ler mar klaskez ober droug da unan ac’hanomp. Diouali, paotr kez, te eo az pefe keuz, sur a-walc’h (Yann a ya diwar wel.)

Pebeuz inkin fall !… Gwelet a rean eur pennad zo n’eo ket henvel an traou gant hor mevel… Mes, lezomp anezan da c’hoari e benn diot, ha komzomp a draou-all grevusoc’h…


PEVARE DIVIZ


FANGH ha GWENOLE, HERVE


FANCH

Sell ! Herve eo a zo o vont aze… Hep ! Herve !… Penaos ez a ar bed ganez ?

HERVE

N’ez a ket kaer, siouaz ! Va fenn a zo tenval ha va