Pajenn:Ar Prat - Kentoc'h mervel, 1911.djvu/17

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
17
KENTOC’H MERVEL !


FANCH

Ne raimp kammed evit mont war o zro !

GWENOLE

Ni a guzo mat hon aotrou person ker !

FANCH

Ha ne vezo kavet Judaz ebet en hon touez !

HERVE

Doue r’ho klevo, va mignoned !… Mes, petra ’n tanfoueltr a glevan-me du-ze ? Nag a drouz ! Daoust ha petra ve a-nevez adarre en hon bourkig ken sioul peurvuia ? Mont a ran d’ar c’hleuz da welet.

FANCH

Gwel ’ta, Herve, ha dizro buan. herve, o tizrei. Eur maread tud o tremen… Gwelet a reot anezo, mesdouet int erru trezek ama.

GWENOLE

Lavaret a rean eta ez a an dispac’h war he gwasa. Ar Vretoned a deu da heugi gant an heuz ; ar gwad a verv e gwazied ar C’helted. N’eus ken nemet eur mennoz e kalon kement Breizad a zo, ken en Arvor, ken en Argoad, ken er Menez. E kostez Kastel-Paol dreist oll, ar c’houerien a zo en o zav ; kemeret o deus fuzuliou, pennou-baz, filc’hier, evit mont da heul aotrou Kermenguy ha dijentiled-all. (Trouz tostoc’h-tosta). En em denna a reont dreist-oll er c’hoajou, el leac’hiou distro ; eno eo ive e roont o ursiou. War a leverer o deus betek-hen dalc’het penn, meur a wech, d’ar republikaned dispac’herien a stlej an tan, ar maro hag an anken dre gement leac’h ma tremenont. Ar Re-C’hlas, a leverer, o