Pajenn:Ar Prat - Kentoc'h mervel, 1911.djvu/21

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
21
KENTOC’H MERVEL !


AOTROU KERMOGER

Fanch kez, ha c’houi, va mignoned, va bugale a c’hallfen lavaret, keit-all ’zo ec’h anavezan ac’hanoc’h, daoust ha n’ouzoc’h-hu ket c’hoaz ema an tan hag ar gontel oc’h ober reuz bras en hor bro ? Bro-C’hall, henvel ouz bag sant Per, en em wel a-bell amzer dismantret gant an avelou foll ha darbet d’ezi mont da netra… Eur maread tud trevariet o spered a zo deuet da veza mistri war ar vro hag a fell d’ezo chench penn da bep tra. Nac’het o deus o Doue, diskaret ar roue diwar e gador ha dibennet anezan evel eun torfetour.

FANCH

Mantrus eo, aotrou Kermoger !

AOTROU KERMOGER

E Pariz an asambleou, ar c’hlubou dre ama, henvel mat ouz korventennou c’houezet gantan droug-sperejou, ne c’houlennont nemet dismantr ha brezel… Ar vugale hon eus gwelet oc’h en em zevel henep o zud, ar priejou dispartiet hag ar venec’h taolet er broiou estren, d’an harlu. Brezel, tan-gwall ha lazerez, n’eus ken mui dre-oll er rouantelez : da ober pep tra ez eus frankiz, nemet da bedi Doue ! Madou ar re vras a werzer, o maneriou a zever ; tec’het a rankont eus o bro pe o c’haser d’an dibennerez. Ar roue, e bried hag e c’hoar, mezus eo hen lavaret ! a zo bet muntret e Pariz. Gwelet hon eus ar bastored kaset eus o farreziou ; serret, saotret pe gwerzet eo hon ilizou. Hag ar veleien n’int ket eat d’an harlu, ar re o deus kavet gwelloc’h chom gant o denved a zo brema enklasket, great an hu warno evel war ar bleizi gouez, ha p’o c’haver e kaser anezo d’ar bac’h [1] hag

ac’hano prim d’ar chafod evit beza dibennet. Ac’hanta,

  1. d’ar prizon.