Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
24
KENTOC’H MERVEL !
Ar chas a glevan oc’h harzal ! Setu ar zoudarded c’hall !
Tec’homp kuit ’trezek ar c’hoajou ! Kasomp a-raok hor chatal
Daoust hag-hen, paotred Kerne, e c’houzanvimp da viken
E c’houzanvimp ar vac’herien a wask al labourerien ?
C’HOUEC’HVET DIVIZ
FANCH, GWENOLE, HERVE.
FANCH
Ya Doue ! Va Doue !… Pebeuz darvoud ! Ha piou en divije kredet e teuje ker prim da wir komzou hor mignon Herve ?… Gouzout a rean ez oa red d’hor beleien beva dindan guz ; ne greden ket evelato ez oa kement a riskl evit o buez. Deomp, va mignoned, deomp buan da bourchas kement ho pezo ezom a-benn mont kuit eus ar gear !
GWENOLE
Deomp, Herve, da lavaret kenavo d’hon tud !
HERVE
Tan ha kurun ! War a-raok bepred, evit Doue ha Breiz!
(Al lien a gouez)
————