Pajenn:Ar Prat - Kentoc'h mervel, 1911.djvu/27

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
27
KENTOC’H MERVEL !

bruched eur voutailhad dour burzudus, hag ec’h ankounac’haen !… (Staga ra ar voutailh ouz e benn). N’eo ket fall gwin an Nasion !… A ! malloz rus ! mar en divije bet gwin evel-se da eva abaoue ma ’z eo dizonet, Yann Binifi a Gervastoue ne vije ket bet plean e gov evel ma ’z eo !… Saperlotez ! n’eo ket gant yod silet ha leaz ribote sav kig ouz an dud !… An holl vadou a yoa etre daouarn ar venec’h hag an duchentilou… Brema, da vihana, e vezo rannet ar pinvidigeziou-ze gant ar sitoianed vat eveldon-me… Poent oa, fidamdoustig ! lakaat urz e kement-se ! (Eur jachaden-all war ar voutailh). Lezomp brema ar chigoden da domma va c’halon, ha greomp eur pennad kousket ! (Astenn a ra e gorf war an douar hag ec’h harp e benn evit kousket).


EIL DIVIZ


YANN, eur C’HABITEN glas.


AR C’HABITEN
(o tont evel pa ne vije nemetan).

Ursiou Robespier a zo stris : Red eo, emezan, lakaat an dourn war holl veleien ar vro, mar ne fell ket d’ezo toui. Person Landivy a zo kuzet en eun toull bennak, p’eo gwir eo goullou ar presbital, mes e peleac’h ema? Piou hen lavaro d’in ?… Eno eo ema an dalc’h ! Holl dud ar c’harteriou-ma a zo mut evel ar pesked ; pa vez great eus ar goulennou-ze outo n’ouzont nemet lavaret : « Me c’hoar, me ? It d’e glask !… » Ya, gwapaat a reont ac’hanon, evel pa n’em befe ket pep galloud etre va daouarn !… N'ouzont ket, kredabl eo e c'hellan-me lakaat o c’hrouga uhel ha berr oc’h blenchou o dero pe