Pajenn:Ar Prat - Kentoc'h mervel, 1911.djvu/28

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
28
KENTOC’H MERVEL !

o c’has da Vontroulez da ober anaoudegez gant baskul ar Gonvansion ?… Mes, bezomp habask !… Hag ouspenn-ze, red eo d’in beza war evez, rak ar Re-Wenn a zo dre aze, evel kaouenned, « o furchal ar c’hoajou, » ha ne garfen ket lezel va ler ganto… Mar kavchen unan bennak eus ar vro ! Hennez a ouiche an doareou hag a rofe skor vat d’in da ober va labour enorus, mes pegen risklus ive ! (Eur roc’haden iskis). Peoc’h ! tud a zo dre ama evit doare, hag e rean va zonjou a vouez uhel, evel eur ginaoueg (Uhel). Piou a zo ?… Hep ! paotr!… plac’h !… tosta, ma vezi gwelet ! (Krenvoc’h). Piou a zo ?

YANN
(o sevel e benn, hanter zigor e vrennikennou).

Hein !…

AR CHABITEN

Sav buan, paotr, ha deus ama ma welin petra out-te. Kauen out pe ne dout ?

YANN, o sevel.

Hein ! kaouen ?… An dra-ze a zo eul labouz-noz !!! Mardousien ! n’ouzon ket petra en deus c’hoant an Aotrou da lavaret ?…

AR C’HABITEN

N’eus ket ken a aotrouien !… Petra ! n’ouzout ket c’hoaz an dra-ze ? Anat eo emaoc’h-hu, Bretoned, pell, pell warlec'h ar C’hallaoued ! Hanv ac’hanon sitoian. Pe Wenn pe C’hlas out ?… Lavar dillo.

YANN

O Aot… Ho tigarez, mar plij ! sitoian eo a felle d’in lavaret, Betek-hen noun bet na gwenn na glas, n’oan nemet eun troc’her buzug, disliv kaer, m’hen tou ! En amzer da zont avat e fell d’in beza eun dra bennek war an dour !