Pajenn:Ar Prat - Kentoc'h mervel, 1911.djvu/31

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
31
KENTOC’H MERVEL !

pro Breiz-Izel. C’houi dre ama a zo pell, pell warlec’h ar re-all. Ar sklerijen n’eo ket deuet c’hoaz betek ennoc’h, siouaz ! ha ne deuio ket keit ha ma chomo da genvroiz stag evel-se ouz sae zu ar beleg !

YANN

A ! sitoian ! lavaret en eus e karfen son dizaie glaz an diveza anezo.

AR C’HABITEN

Hag e raimp, hon daou, hein ! Yann ?… Ro d’in da zourn. La !… Mar bezez feal d’an Nasion, bez dinec’h, ne vanko netra d'it ! Mes, mar teuez hiviziken da droi kein deomp, da ziouall ez pezo na vefez krennet… Pardon ebet evit an drubarded !…

YANN

N’ho pezet ket an disterra difizianz !

AR C’HABITEN

An hini a yoa diagent person er barez-ma, lavar d’in, Yann, pe hano en doa.

YANN

An Ao. Guilhou, sitoian.

AR C’HABITEN

Ac’hanta, ar Guilhou-ze, petra eo deuet da veza ?

YANN

An dra-ze avat, sitoian, n’oufen kethen lavaret d’eoc’h dioc’htu. Me ne vezen ket nemeur war e dro, hag ar baotred na gomzent ket euz an traou-ze dirazon-me… Mes me gred e c’hellfed dont a benn da c’houzout.

AR C’HABITEN

Red eo a-grenn. Ya, da genta ha dreist pep tra e rankomp lakaat an dourn war ar person, dre guz, mar bez