Pajenn:Ar Prat - Kentoc'h mervel, 1911.djvu/33

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
33
KENTOC’H MERVEL !


TREDE DIVIZ


GWENOLE


(e bragou bras, porpan gwenn gant eur galon-zakr, tok du ledan, eur fuzul ouz e skoaz, a deu dre an tu deou o lavaret ar poziou-ma) :

Kuz da benn, heol benniget, en eur welet torfejou
Na dlefent, siouaz ! beza great nemet gant droug-sperejou.
Kenavo, Jezuz ha Mari, dispennet ho taolennou,
Ha lakeat d’ober paveou gant ar Re-C’hlas er c’heariou.
Kenavo, fons ar vadiziant, e leac’h e kavchomp gwechall
Nerz evit gouzanv ar maro kent eget yeo an dud fall,
Kenavo, kleier benniget, a gane war hor pennou,
N’ho klevimp mui ouz hor gervel, sul na gouel, d’an ilizou.
N’ho klevimp mui o kana gaë ; siouaz ! divadez ho penn !
Teuzet, siouaz ! gant ar geariz evit ober gwenneien !

Kenavo, va zad, va mamm garet ! Mar teu ar chas gall da zilammet war ho ti, war ho loened, m’ho klevo a-bell o lavaret a-dreuz ho taelou :

« Ma vije bet va mab er gear, en defe va diouallet ! » Mam-goz a lavare d’in bremaik :

Deus ’tre diwreac’h da vamm-goz ’deus da zouget, va bugel,
Deus war ar galon ’deus da vaget, va mabig paour, kent mervel ;
Pa zistroi endro d’ar gear ’vin eat kuit eus ar bed-ma ;
Deus ama, deus, m’az priatin evit ar wech diveza !
Hag em eus lavaret d’ezo holl, a dreuz va daelou :
Tavit va mamm, tavit va zad, nez in ket d’ho tilezel ;
Chom a rin evit o tifen, evit difen Breiz-Izel.
Reuzeudik bras eo bout (beza) gwanet ; bout gwanet n’eo ket mezus ;
Nemet plega d’ar skraberien, evel tud lent ha kablus !
Mar deo red monet d’an emgann, emgann a rin ’vit ar vro ;
Mar deo red mervel, e varvin, kuit ha laouen war eun dro.
’Meus ket aon rak ar bolodou, na lazint ket va ene ;
Pa gouezo va c’horf d’an douar, va ene zavo d’an ee ;