Pajenn:Ar Prat - Kentoc'h mervel, 1911.djvu/34

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
34
KENTOC’H MERVEL !

A-raok, paotred vat Breiz-Izel ! entana ra va c’halon ;
Kreski a ra nerz va diwreac’h : bevet ar relijion !
Bevet an nep a gar e vro ! Bevet mabig ar Roue !
Ha ra ’z ay ar baotred C’hlaz da c’hout hag bez’ zo Doue !
Buez evit buez ! tud vat ; laza pe beza lazet !
Red ez oa da Zoue mervel evit gounit war ar bed !
Reuet er penn ganeomp, tuchentil, gwad roueal demeus ar vro ;
Ha Doue a vezo meulet gant kement kristen a zo.
Hag en divez (erfin) e teuy endro e Breiz al lezen wirion ;
Kouls ha Doue war e aoter, hag ar Roue war e dron ;
Hag a neuze traoniennou Leon a deuio glas adarre,
Hag ar galon a zigoro gant bleun an ed hag ar gwe.
Neuze kroaz Jezuz hor Zalver a zavo splann war ar bed,
E-hars he zreid liliou kaer drus gant gwad ar Vretoned.


PEVARE DIVIZ


GWENOLE, HERVE


(Herve gwisket evel Gwenole a zigouez war al leuren pa ema Gwenole oc’h echui e gimiad)

GWENOLE

A ! erru out ’ta, Herve !

HERVE

Tan ha kurun !… Ya Gwenole ; enouet out n’eo ket ’ta ? Pell oun bet. Mac’h oufez pegement a boan am eus bet o tispartia dioc’h va zud ! Va mamm ne felle ket d’ezi diskregi diouzin, hag eo bet red d’in en em ziframma diouz he diwreac’h. Paour kez mamm ! brevet eo he c’halon ! N’em bije ket great kement-all evit n’eus fors piou ! Nemet evit Doue ha Breiz e vijen chomet tost d’ezi… Ya, Gwenole, poan a rea d’in gwelet anezi o ouela… hag hen anzav a rankan d’it, darbet eo bet d’in kila…