Pajenn:Ar Prat - Kentoc'h mervel, 1911.djvu/35

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
35
KENTOC’H MERVEL !


GWENOLE

N’oun ket souezet ganez. Tenn e kaver atao dispartia dioc’h ar re a garer ar muia war an douar-ma. Me ive a zo bet eur rann-galon evidon kuitaat ar gear, kuitaat va zad, va mamm, a garan kement ! Mes, Herve baour, evit difen an Iliz hag ar veleien eo ! N’ankounac’haomp ket an dra-ze !

HERVE

Ha mar hon deus kalz da c’houzanv, arabat d’eomp ankounac’haat e vezo seul vrasoc’h hor gopr en nenvou… Va Doue, roit d’eomp diwreac’h ha kalon dir. Diwreac’h dir evit skei kalet war enebourien hor feiz, ha kalon dir evit gouzanv hep klemm hag evit Hoc’h enor kement reuz a zigouezo ganeomp…

GWENOLE

Evel-se bezet great ! Deomp brema, Herve, herra ma c’hellimp, rak marvat eo n’ec’het Aotrou Kermoger o c’hedal ac’hanomp.

HERVE

Ya, deomp en hano Doue !… Tan ha kurun !… Beac’h d’an dispac’herien gall !…


PEMPED DIVIZ


YANN
(a deu goustadik o sellet piz dre-oll).

Neus ket da lavaret, red eo d’in gwelet ar C’habiten Spartakuz, red eo d’in e welet dioc’htu. Ta ! ta ! ta ! n’eo ket gant konchennou e vev brema an dud ! Brao eo lavaret : Karit an Dispac’h ! Labour gaer a ra ! Roit ho