Pajenn:Ar Prat - Kentoc'h mervel, 1911.djvu/36

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
36
KENTOC’H MERVEL !

poan hag ho puez zoken eviti, mar bez red, evit he difen oc’h an diranted !… o ya, me a gav brao an dra-ze… er re-all !!!… Hogen, bravoc’h e kavfen kaout eur gwenneg bennak muioc’h em godellou evit gellou kaout eur bragez nevez da c’holo va c’hroc’hen hag eur banne chigoden da eva… (Krenv). Spartakuz ! Spartakuz ! n’emaout ket dre aze ?… Diou gomz am eus da lavaret d’it… diou gomz hepken !… Mes, da beleac’h ez in-me d’an heur-ma da glask ar sitoian-ze ?… Ema, kredabl eo, o chopinata boutailhadou gwin koz, d’am yec’hed ! en eun hostaleri bennak, endra ma lakaan me va c’hroc’hen e riskl da veza toullet gant ar Re-Wenn…


C’HOUEC’HVED DIVIZ


YANN, AR C’HABITEN


YANN

(a wel anezan o tont hag a lavar outan e-unan) Pa gomzer eus ar bleiz e weler e lost !

SPARTAKUZ

Sell ! dizro out, Yann ? N’out ket bet pell ; n’edon ket c’hoaz war c’hed ac’hanaout !… Mes, sapre dien ! blejal a rez evel eur vioc’h kollet ganti he leue bihan !… N’ec’h eus tamm aon ebet da veza kordennet gant paotred ar bleo hir ? En hano an Nasion, bez habask ha komz izel !… Mes gwall abret emaout !… N’ec’h eus kavet den da zelaou ac’hanaout ? Lavar buan, kavet ec’h eus ar person ? Deuet out marteze da c’houlen harp diganen ?… Mes, koms ’ta !… Mut out brema ?…

YANN

Ya ha nan, sitoian. Kalz goulennou a rez ouzin, ha