Pajenn:Ar Prat - Kentoc'h mervel, 1911.djvu/37

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
37
KENTOC’H MERVEL !

n’ouzon mui dre be benn en em lakaat da zibuna va c’huden ! Gouzout a ran e peleac’h ema ar person. Mes labour klask am eus bet, ha panefe m’eo hir va fri, biken, nan biken ne vijen deuet a benn eus va zaol.

SPARTAKUZ

Pa lavaren d’it out eun den ! Dizale eta e tigasi d’in ar sitoian person goulennet gant kement a diz gant pennou bras ar vro !

YANN

Goustadik, sitoian.

SPARTAKUZ (souezet bras)

Penaos, goustadik ?… Roet ec’h eus da c’her !…

YANN

Ha te, sitoian, petra ec’h eus te roet d’in-me ? Promesaou kaer ha netra ken !… Me garfe kaout eun dra bennak e gwirionez, a c’hellfen gwelet, haga zousafe d’in va buez. Talvezout a ra ar boan, mechanz !

SPARTAKUZ

Alo, lavar dioc’htu ec’h eus c’hoant da gaout arc’hant.

YANN

Ar wirionez eo sitoian.

SPARTAKUZ
(a glask en e c’hodellou don)

Del, va faotr, setu aze eur yalc’hadig arc’hant, p’eo gwir n’eo ket birvidikoc’h da garantez evit an Dispac’h, hag e ranker paea ac’hanout…

YANN

Te labour evit netra ?

SPARTAKUZ

… Ar Republik n’eoket pinvidik, ha ni, he bugale,