Pajenn:Ar Prat - Kentoc'h mervel, 1911.djvu/39

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



TREDE ARVEST


Maro o tifenn ar Groaz


KENTA DIVIZ


(An darvoud a dremen en eur c’hroaz-hent, gant eur groaz koad en dourn deou.)

YANN BINIFI ;
 VIKTOR
 NELSON
Soudarded c’hlas ;
AN AO. PERSON, chadennet.


YANN

Chomit a zav, paotred, ama eo ez eus lavaret d’in gedal ar C’habiten Spartakuz. Tost eo da hanter-noz ; rak-se ne gredan ket hon defe da c’hedal pell bras ! Arabat e vefe ken nebeut… Ar gaouenned o welet eo tec’het o ferson diganto a ziskrabfe hag a lakafe buan o boutou en o godellou, evit diredek davedomp. Viktor, ha te, Nelson, dalc’hit mat ho taou d’an hini a oe person e Landivy gwechall…

AN AO. PERSON

Petra, Yann, evel-se eo e komzez eus pastor da barrez ?… Me eo am eus badezet ac’hanout ; me eo am eus great d’it ober da Bask kenta… Ha pet gwech n’out ketbet pardonet ganen en bano Doue ! Ankounac’heat ec’h eus kement am eus great d’az tud pa gouezas warlene ar c’hlenved war dud ar barrez ? Hag o werza ac’hanon d’am enebourien ha da enebourien va Doue eo e tiskouezez da anaoudegez vat ?