Pajenn:Ar Prat - Kentoc'h mervel, 1911.djvu/40

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
40
KENTOC’H MERVEL !


YANN

Ne dalv ket d’it ober sermoniou d’eomp… Pell a-walc’h omp bet dindan galloud ar saeou du hagan duchentilou. Ne raio ket droug d'eomp brema kaout eun tammig frankiz ha sklerijen. Dalc’hit mat d’ezan, paotred ; arabat e ve d’eoc’h diskregi dioutan.

AN AO. PERSON

Judaz a lavare ar memes tra d’ar zoudarded a yoa deuet gantan da gemeret Jezuz… Bennoz d’eoc’h, va Zalver, da ober d’in beza ken henvel ouzoc’h !… Va Zad, va Zad, pardonit d’ezo, rak n’ouzont ket petra reont !…

VIKTOR

Goulen ive pardon digantan, kement ha p’emaout, evit an holl dorfejou ec’h eus great e kuz…

AN AO. PERSON

!!!

NELSON

N’ec’h eus netra da respont d’eun hevelep rebech ? Grevus a-walc’h eo koulskoude !…

AN AO. PERSON

Morse n’em eus great torfed ebet nag e kuz nag a-wel, nag hor c’henvreudeur ken nebeut. Evel eus Hor Zalver e c’heller lavaret diwar-benn pep beleg : Tremenet eo oc’h ober ar vad ! Lezit ac’hanon d’a c’houlen diganeoc’h evit pehini eus va madoberou e fell deoc’h va lakaat d’ar maro…

VIKTOR

Daoust ha mat a rez ive o roi harp da enebourien ar Vro ?