A ! Spartakuz ! Spartakuz ! e peleac’h e chomez ?
Tan ha kurun !… Maro d’an trubard !… Dar maro, pez vil !… (Skei a ra eur mestaol gant Yann). Kea, diaoul m’hen argas ! da gaout Judas, da vreur hena (Yann a gouez d’an douar maro mik).
Maro d’an touseged glas, muntrerien gris hor gwragez hag hor beleien !
Lezit va buez ganen !
Ha ganen-me !
A ! Ao. Person ! nag a aon hon deus-ni bet evidoc’h ! Setu c’houi dieubet adarre, a drugare Doue ! Diouallit hiviziken !
Diouall rak petra ? Ya dlead da genta ha dreist pep tra ! Ar pastor mat a ro e vuez evit e zenved !
Ya, lezel a rin ho puez ganeoc’h, chas gall, breserien daonet hor bro !… Hogen dont a reot d’hon heut, d’eomp oc’h (D’e dud). Alo, paotred, deomp ac’han ; da ober petra e chompfemp ama ?… Da c’hedal Spartakuz hag e gompagnunez ? Furoc’h eo d’eomp tec’het !
(Mont a reont holl, nemet Gwenole).