Pajenn:Ar Prat - Kentoc'h mervel, 1911.djvu/46

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
46
KENTOC’H MERVEL !


AR C’HABITEN

It da gredi ar seurt-se !… Lavar d’in piou eo en deus lazet anezan, mar n’eo ket te an hini eo.

GWENOLE

……

AR C’HABITEN

A ! ne fell ket d’it lavaret ?… Edos ganto, ha ne fell ket d’it o gwerza !… Mat a rez !… Mes al lezen a zo stris war gement-ma. Pep den paket o stourm ouz e vro a dle beza lakeat d’ar maro er peder heur warnugent. Evel-se ’ta, kablus pe didamall eus maro an den-ma, te a baeo evit da genvroiz : gwaz a-ze evidout !

LACHÈVRE

(da Wenole e pleg e skouarn). Goulen trugarez digant ar c’habiten !

GWENOLE

Me goulen truez digant enebour va Doue, va Feiz ha va Bro-Breiz ?… Nan, teir gwech nan ! Biken ! Biken !

AR C’HABITEN

Mat eo !… Mat eo !… N’oun ket douget ken nebeut da gaout truez ouz enebourien an Dispac’h glorius ! Great e vezo d’it da stal dizale, paotr brao ! Da ler a zamanto !…

PIEDEBIC

Sitoian Kabiten, eur mennoz a deu d’in. Gwelet a ran eur groaz aze, evel a zo kement anezo e Breiz-Izel. N’ankounac’hait ket ez eus roet urz d’eomp d’o diskara, abalamour ma ’z int aroueziou ar sklavaj er vro gez-ma chomet a-bez betek-hen dindan holl-c’halloudegez Iliz Rom…

AR C’HABITEN

Ac’hanta, Piedebic, lavar buan da vennoz.