Petra welan, va zud kez ?… Gwenole o tiwada ! Allaz ! Allaz !… Re zivezat !… Great eo ganto an torfed heuzus ! (Mont a ra betek Gwenole). Paour kez merzer !… A ! gwelet a ran petra zo c’hoarvezet !… Posubl e ve ? Ar chas gall o deus eseet en em gemmeret ouz ar groaz, ha Gwenole e-unan ouz kement-all a dud en deus dalc’het penn d’ezo… Sellit aze an daou zispac’her ledet gantan d’an douar ! A ! ma vijemp digouezet eun tammig abretoc’h ne vije ket c’hoarvezet kement-all !…
(Gwenole a zigor e zaoulagad goustadik, hag a ra eur zell nec'het en dro d’ezan. — E benn a gouez adarre, hag, e keit-se ar Re-Wenn a zigouez hag a ra an dro d’ezan. Gwenole a zav goustadik e benn adarre).
N’eo ket maro !… N’eo ket maro !…
Petra zo c’hoarvezet ?… Va Doue !… va Doue !…
Kerz buan da vit eur banne dour fresk !
O ! ar moueziou-ze !… O anaout a ran !… Va mignouned int… (Soubla ra e benn oc’h huanadi, ha prest goude