Pajenn:Ar Prat - Kentoc'h mervel, 1911.djvu/59

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
59
KENTOC’H MERVEL !



— E fei, mar deo ho mouez henvel ouz ho tilhad,
C’houi a zo en tu-all d’an holl ganerien vat.
Grit d’eomp eta kievet ho mouez ker manifik,
Rak ebarz ho familh oc’h krenv war ar muzik.
War an ton

Rak-tal an intron Bran, hep beza re bedel,
A c’hrosmol dre he fri an Tour dantelezet ;
Dre iu ranke he beg digeri da gana,
Ar grampoezen d’an douar zo lezet da goueza.
War an ton

Alanig-al-Louarn a gonte mat war ze
Ha war er grampoezen e sailhas prim neuze ;
Evel eun tort e c’hoarz an tamm maslin fripon,
En eur frota e gof ha laouen e galon.
War an ton

Trei a ra oc’h ar Vran, hag e lavar d'ezi,
O tont d’he c’haketal, d’ober gwap anezi :
— M’em eus ho paket brao, vil ez eo ho tilhad ;
C’houi n’ouzoc’h ket kana, mez ho krampoez zo mat !
War an ton

Neuze an intron Bran a zo gwaleüruzez
A zo dipitet oll, konfontet gant ar vez :
— O perak e teuer an duel da zifen ?
M’em bije da lazet gant eun tenn pistolen.
War an ton

An holl lapoused-all o klevet koms diouzin
a deui d’am c'haketal betek dindan va min ;
Mestrez an holl vrini paket gant Alanig
Ne vo muioc’h doujet ’vit eul laouenanig…
War an ton

Klevit brema’r gentel eus ar c’houblajou-ma ;
Brini bras ha bihan, am selaouit brema :