Pajenn:Ar Prat - Kentoc'h mervel, 1911.djvu/62

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
62
KENTOC’H MERVEL !


4.


Kanaouen neve Janed Ark
————
War dôn : Sav, Breiz-Izel.


DISKAN


O Janed Ark, truez ouz ar Frans !
Goulennit d’ho pro feiz hag esperans !

Kanomp, Breiziz, kanomp eur ganaouen,
Da Janed Ark, gwerc’hez Loren,
Enor ha gloar, mil ha mil meuleudi !
A-bouez hon penn laromp d’ezi : (Diskan).

Plac’hig santel, du-ze e Donremi,
Abredik c’houi garas pedi ;
Hor bugale, er skoliou dibater,
Na glevont hano o C’hrouer. (Diskan).

Ho karantez evit ar Frans, ho pro,
A reas d’eoc’h skuilh daelou c’houero,
Oc’h he gwelet breset gant an estren,
A venne gounit betek penn. (Diskan).

Klevet a rit moueziou sentezed,
Mouez Mikel zo digaset
Da gemen deoc’h ez oc’h bet dibabet
Da vouta ’r meaz ar Zaozoned. (Diskan).

Ho soudarded, nijet da Orleans,
A sko kalet hep koll fizians,
Hag hepdale kear a zo digelc’het,
Hag an holl Zaozoned trec’het. (Diskan).