Pajenn:Ar Prat - Kentoc'h mervel, 1911.djvu/66

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
66
KENTOC’H MERVEL !



« Hanter kant skoed, emezi,
Roin deoc’h a galon vad. »

’Vit ar genta plonjaden
Netra n’en deuz gwelet.

’Vit an eilved plonjaden
Ar walenn zo touchet.

’Vit an drede plonjaden
Ar paotr a zo beuzet.

E dad a oa er prenest,
Ha diroll da ouela.

Tri mab am euz-me ganet,
O zri ez int beuzet.

E bered sakr an Dreinded
O zri e vint besiet.


Kanet d’in gant F. Guillou, eus Kervaliant, eun niz d’an Aot. Guillou, ar skrivanier bras.

J.-M. Perrot.

Redon — Imp. Réunies. A. Bouteloup et Fils aîné