Pajenn:Ar Prat - Kentoc'h mervel, 1911.djvu/7

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



KENTOC’H MERVEL !





ARVEST KENTA


War-Zav, Bretoned !


(Eur c’hoad treuzet gant eun hent. En amzer an dispac’h vras.)


I DIVIZ


FANCH AN TALEG, tieg ; GWENOLE, e vab ; YANN BINIFI, mevel


FANCH AN TALEG

Asa, paotred, koulz eo d’eorrip ober eun diskuizaden, ha ne gav ket d’eoc’h ? Evidon-me a zo o vont da lakaat eur c’horniad. Teir heur a zo emaomp o troc’ha keuneud, hag e feiz ! ne ray ket droug azeza eur pennadig.

GWENOLE

Muioc’h a galon hon devezo da gregiadarre goude-ze.

FANCH

Varc’hoaz d’abardaez e rankimp echui kentoc’hik, ma c’hellimp mont da govez abret. Nedeleg a erru, ha kalz tud a vezo, kredabl eo, evel kustum. Daoust hag e peleac’h e vezo kanet an oferen hanter-noz er bloaz-ma ?