Pajenn:Ar Prat - Kentoc'h mervel, 1911.djvu/8

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
8
KENTOC’H MERVEL !


GWENOLE

N’ouzon ket, va zad, n'em eus klevet netra c’hoaz. Varc’hoaz, gwir eo, e vezo abret a-walc’h lavaret an dra-ze. Muioc’h eget biskoaz e ranker beza war evez, ha gouzout dirak piou e komzer.

YANN, d’an dud.

Daoust ha klevet o defe eun dra bennak diwar va fenn ! Lavaret a rafed o deus difizianz !

FANCH

Gwir eo, va mab, taolomp evez bepred war hor c’homzou !

GWENOLE

An aotrou Person, d’am zonj, ne daol ket evez a-walc’h. Mont a ra kouls, en deiz evel en noz, da welet ar re glanv, da vadezi, da eureuji, da noui, e kement leac’h e vez goulennet… A-walc’h e vije d’ezan beza tapet eur wech !

FANCH

O ya da ! Mes, pa vez komzet d’ezan a gement-se, ne oa rken lavaret : « Ar pastor mat a roe vuez evite zenved ! » pe c’hoaz : « Evit an dra-ze eo oun bet beleget ! »

GWENOLE

N’en deus aon ebet. Gwir eo ez eo gwisket evel an disterra koueriad; hogen, a-walc’h eo hizio kaout daouarn flamm evit beza chadennet ha kaset d’ar maro.

FANCH

Evelato !

GWENOLE

Gwir bater, va zad. Betek eno eo eat kounnar rus an dispac’herien enep ar veleien.