Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AN TEIR C’HAD
————
ARVEST I
E ti an Aotrou Pendolog
KEVREN I
AN AOTROU PENDOLOG (eur baner en e zourn).
Yann !… Yann !…
YANN
Aotrou ?…
PENDOLOG
Setu ama teir c’had er baner-man ; kemer ha kas anezo da di va mignon Bidoch. Kals e kar ar gedon ha kement-man a ray eur blijadur c’houek d’ezan. Hast affo, hag astenn da zivesker ; klevet a rez ?…
YANN
Ya, aotrou ; amzer hepken da lakaat va c’halabousen ha va boutou-ler.
PENDOLOG
Kea buan epad ma skrivin eur rouden-skritur pe ziou d’am mignon.