Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/110

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
94
MARVAILHOU AR VRETONED


YANN

Ha da zervez pesketa, petra leverez d’in anezan ?

AR PESKETAER

Biskoaz gwelloc’h, kamalad ! hag ar pesked a zo dija gwerzet.

YANN

Hag a zo mat, fidam-doustik ! Te avat a gas buan an traou en dro.

AR PESKETAER

Ya kleo ! oh ! mes na lavari ger da zen ! Goustat en lavaran d’it… Sonj, va c’hamalad, penaoz em eus gwerzet, en ti an aotrou Kakouz, ar pesked am eus gallet da zifourcha eus e lenn e-unan.

YANN

N’eo ket gwir ?

AR PESKETAER

Evel m’hen lavaran d’it.

YANN

Mintoueller ! c’hoari mat a rez.

AR PESKETAER

Hag an itron Kakouz he deus va faeët : hep marc’hata pemp real al lur, hag ouspen, an tammig Itron a lavare n’he doa biskoaz gwelet kaeroc’h pesked !… Eur banne chigoden am eus bet c’hoaz war ar marc’had.

YANN

(A vouez izel o trei e benn). Estregedoun a oar touza e vestr ! (Kre) Ha n’ec’h eus ket aon da veza paket ?