Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/111

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
95
AN TEIR C’HAD


AR PESKETAER

Aon rak piou ? Aon rak petra ?… Daoust ha n’eo ket ar bobl a zo roue brema ?

YANN

(Izel) Kement-man a ra vad d’am c’halon. (Kre) N’eus forz, taol evez mat, rak her gouzout a rez, eun tenn a zo a-walc’h da laza ar bleiz. (Diskarga ’ra adarre eur banne).

AR PESKETAER (O trinka).

D’az yec’hed koz, rak mall eo d‘in mont en-dro.

YANN (O chacha war e vreac’h).

Penaoz, na chomi ket da zibri eun tam jibeloten ganen ?

AR PESKETAER

Nan, kamalad, da drugarekaat a ran evid da vadelez ha da galon vat. Dare oun gant ar c’housket… Kenavo eur wech all, ha neuze me a baeo d’am zro. (Rei a reont am dourn an eil d‘egile).


KEVREN V


YANN (e-unan).

Fidouen… kuit eo eat, ha netra gwelloc’h, rak daleet en divije c’hoaz ac’hanoun. N‘eus forz, va c‘houstianz a ra debron d‘in… Sevel a ra em eneb… rebechou a ra d’in… Ah ! her gwelet a ran, n’eus peoc’h ebed evid an hini a dec‘h diwar an hent mat… Ha peur em bezo debret ar jibeloten-man ? Penaoz e c’hellin-me dibuna ar guden-man gant an aotrou