Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/113

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
97
AN TEIR C’HAD

Gwella zo, en deus paeet mat ac’hanoun, gwerz ar butun am eus bet zoken. Anez em bije diskuilhet anezan dioustu d‘an archerien. N’eus forz, eur ger a lavarin d‘an otrou Mear, rak an oristal-ze a zo c‘houez fall gantan.


ARVEST III


E ti an aotrou Bidoch

AN AOTROU BIBOCH (O vale en e gampr. Yann a sko war an nor).

BIDOCH

Piou zo ?… Deuit en ti.

YANN

Devez mad d‘eoc‘h, aotrou Bidoch ! Deuet oun da zigas d’eoc’h a-berz an aotrou Pendolog, va mestr, peadra da ober eun tamm fest evit morlarjez. (Yann a ro al lizer hag a laka e baner war an douar).

BIDOCH

Ha ! Yann, te a zo eur paotr kalonek, ha da vestr a zo ar gwella eus an holl vignoned. (Al lizer a lenn huel).

« Va mignon ker, eur blijadur vras eo evidoun kinnig teir c’had d’it. An dra-ze a ziskouezo pegen evurus eo bet va abaden chaseal. Kredi a rafen ober gaou ouz hor mignoniach koz o chom hep kas d‘it peadra da ober evit morlarjez eun tamm lip-e-bao… Lavar da