Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/117

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
101
AN TEIR C’HAD


YANN

Al lizer-man en deus roet d‘in evidoc’h.

PENDOLOG

Petra en deus lavaret diwar-benn ar gedon ? Laouen eo bet ouzit ?

YANN

Oh ! ya, aotrou, biskoaz n’em eus gwelet den laouennoc’h. Lavaret hag aslavaret en deus meur a wech penaoz ez oac’h ar gwella eus an holl vignoned… ha me ive, emezan, a yoa eur « bon garçon ».

PENDODOG (A lenn al lizer a vouez huel).

« Va mignon ker. Eur merk nevez a garantez a ziskouezez en eur zigas d’in eul loden eus ar pez ec‘h