Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/12

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— X —


« Skrivomp, lennomp, komzomp ha kanomp e brezoneg [1] » ; lakeomp dirak daoulagad ar bobl vreton e wiriou sakr a vez breman breset etre an treid dirazan.

Ar gwir zo treac’h d’ar bed !

Labouromp gwella ma c’hellimp hep ober van eus an dud dibreder n’o deus ken micher nemed kaout abeg e kement a ra ar re-all ; greomp hon ero, re-all a deuio war hon lerc’h hag a raio gwelloc’h, rak eur ouenn nevez a zo o sevel, kredit ac’hanon.

Dourn ha dourn eta, holl a unan atao ha war raok bepred, ha Breiz a vezo adsavet ha ne dremeno biken ; rak, evel a livirit gant kement a wirionez,

« Eur boblad tud n’hell beza dispennet
« P’ eo ar memprou etrezo unanet. »


Kenavezo. Ra ’z ay ho levr, bennoz Doue warnezan, da ober vad ha plijadur d’ « Ar Vretoned » bodet « e-tal an tan ».

Ho servicher a greiz kalon,


J.-M. PERROT.


————
  1. Mouez Reier Plougastell, p. VIII.