Pajenn:Ar Prat - Marvailhou ar Vretoned, 1907.djvu/122

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
106
MARVAILHOU AR VRETONED


— « Goulen ar Baradoz ! » eme zant Per adarre.

— « Aze, em liorz, m’em eus eur wezen ber, hag a ro frouez kaer bep bloaz ; hogen mont a reont gant al laer. ha na c’hellan ket zoken o zanva. Mad, me garfe e chomfe al laer stag oc’h ar skourrou ken na zeuin, pa blijo ganen, da rei d‘ezan e frankiz. »

— « Kement-se az pezo ive. Ha goude, petra az pefe c’hoant da gaout ? »

— « Goulen ar baradoz, va filhor, » eme zant Per, evit an drede gwech.

— « Ro peoc‘h d’in, gant da varadoz. Eur zac‘h em eus ama. Mad, me c‘houlen ez afe ennan kement hini a fellfe d’ezan ober droug d’in. »

— « Kement-se ive a roan d’it. Allo, va mignon, kenavezo ha chans vad !… »

Meur a vlavez a dremenas. Ha setu eun deiz an diaoul o tont betek ti ar goveller.

— « Paotr, emezan dioc‘h-tu, deuet eo da eur. A-walc’h a vanneou ec‘h eus evet ; deus brema da domma da dreid !… »

— « Ma, evelato ive ! n’oun ket inouet c‘hoaz war an douar koulskoude, kement a blijadur em bez en tavarniou ! »

— « Deus, ha deus buhan, lakez, eme Baol gornok… »

— « Eur pennadig c’hoaz, mar deo ho madelez… »

— « Tamm ebed !… Sell ’ta, na pebeuz frouez kaer a zo aze !… Pell bras a zo n’em eus ket tanveat ar per ! Ma ’z afen da gerc‘hat unan ! »

Ker buhan lavaret, ker buhan great… Ploup ! eul lamm, hag hen er wezen. Debri a reas eur beren, ha diou ha teir, hag ouspenn zoken marteze. Hogen, pa glaskas disken, e welas a-walc’h e oa stag oc’h ar