Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
109
GOVELLER BREIZ-IZEL
gedal hag edo o vont da gregi er goveller, pa lavaras hema gant eur vouez nerzus :
— « Em zac’h !… »
Hag an diaoul bras o vont war e benn er zac’h, o yudal, o skrignal e zent, kement a gonnnar a yoa ennan.
Ar goveller a hastas prenna ’r zac’h war e breiz.
Goude hen dougas war an anne, hag e skoas warnan gant eun horz eus holl nerz e zivreac’h, betek ma n‘he|le mui.
An diaoul a vleje, a youc’he, a c’houlenne truez.
— « Truez ebed, pez vil, eme ar goveller, me a fell d’in ober brenn eus da eskern. »
— « Goulen ganen kement a giri, eme Lusifer, ha me hen roio d‘it. Ehan da skei warnon. »
— « Ro d‘in neuze dek vloaz-all da jomm beo. »